Iskevrennad eus | East Low German |
---|---|
Anv er yezh a orin | Plautdietsch |
Stad | Kanada |
Genidik a | Alberta, British Columbia, Manitoba, Ontario, Saskatchewan |
Lizherenneg | Lizherenneg latin |
Statud ar yezh hervez an UNESCO | 3 en arvar |
Ethnologue language status | 8a Moribund |
Kod yezh Wikimedia | pdt |
Ur yezh c'hermanek eus skourr ar germanek izel eo alamaneg ar Vennonited (Plautdietsch) komzet gant ar Vennonited (e saozneg : Mennonites).
Hiziv e vez komzet ar yezh e Paraguay, Mec'hiko, Ukraina, Alamagn, Kanada (dreist-holl e Manitoba ha Saskatchewan), Brazil, Belize hag ar Stadoù Unanet.
A orin izelvroad eo ar Vennonited daoust ha ma'z eo alamanek ar yezh a vez komzet gante, bet desket gante pa vezent o klask repu er XVIvet kantved, o vont kuit en XVIIIvet kantved betek en em staliañ en Ukraina hag e Rusia dreist-holl. Meur a Vennonit a veajas betek Norzhamerika ivez, oc'h en em staliañ dreist-holl e Kanada ha Stadoù-Unanet Amerika ha lod all a arruas ivez e Su Amerika, dreist-holl e Paraguay ha Mec'hiko hag eno e oa bet levezonet o alamaneg gant ar spagnoleg.
Daou vloc'had rannyezhel pennañ zo :
O vont da get emañ ar yezh e-touez ar re yaouank a orin rusek o chom e Norzhamerika dreist-holl .